en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

"Faisons Bretagne", luskad politikel nevez Paul Molac evit an emrenerezh

"Faisons Bretagne", luskad politikel nevez Paul Molac evit an emrenerezh

« Faisons Bretagne » Setu anv al luskad politikel nevez lañset get Paul Molac, kannad pastell-vro Ploermael.

Pal ar c’hannad a zo reiñ lañs en dro d’an emrenerezh a zo dianav pe kemesket hervezan get an dizalc’hiezh. Gwir eo, hervez ur stontadeg Ipsos graet e 2025, ur muianiver kreñv ag ar vretoned a zo a-du d’ober referendomoù er rannvroioù da skouer, pe azasaat lezennoù d’an ezhommoù lec’hel. Met 63 % doc’hte hepken a lara bout entannet get ur sistem bolitikel a rahe emrenerezh d’ar rannvroioù. Evit Paul Molac, a zo er vodadenn vrodael a c’houde 14 vlez, poent bras eo splannaat ar pezh eo eviton an emrennezrezh : ur mod da ziviz efedusoc’h ha tost doc’h an dachenn. Spi en deus donet da benn get « Faisons Bretagne »

Un emvod a vo e Rostren ar Sadorn 18 a viz Ebrel er vediaoueg evit kinnig « Faisons Bretagne », al luskad politkel emañ é sevel, hag e mont en dro.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio